Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

(Pennad bet embannet er gazetenn "Ya!")

 

«Ya!». Mat eo, pep hini a zo en e bost evit an embregadenn. Bountañ a ra Jean-Luc war ar vaol. Pa frou ar fok a laosk Yann ar skout babourzh da vont ha kerkent e krog Anton da vourzhañ ar skout stribourzh. Reizhañ a ra Lom al lien vras hag e loc'homp en dro evit un dreuzad all. Pignat a ra en-dro an daou skipad e-karg eus al lien dirak war ar pont evit azezañ war vord ar vag, gant an divesker a-istribilh a-us d'an dour. E Su ar Gêrveur emaomp , d'an 9 a viz Mae, hag ar pal kentañ a zo tremen a-dreñv argoal ar Polen, e Kornog an enezenn. Loc'het hon eus eus an Drinded gant pevar c'hant dek bag all ha tri ugent ha gwelet a reomp dija ar re gentañ o tistreiñ. Gwir eo n'emaomp ket er memes rummad, ni amatourien war ur vag eizh metrad hag inti, tud a vicher war tric'houc'hioù ugent metrad. Met se eo ivez a zo dedennus er regata-se. Skoet eo bet ar rekord d'an traoñ ganto an devez-se. Graet o deus an dro dindan div eurvezh hanter p'hon eus lakaet muioc'h eget eizh eurvezh, ha ne oamp ket ar re ziwezhañ o erruout!

Tu a zo soñjal n'eo ket ur gwir sport merdeiñ, dreist holl evit ar re a chom da «varmouzat» evel ma laromp p'emaomp azezet holl eus un tu evit kempouezañ ar vag. Met gant ugent skoulm avel ha daou vetrad houlenn eo un afer all! Gleb eo hor loeroù gant ar gwagennoù o strinkañ ha strivañ a reomp atav evit nompas kouezhañ kement e vezomp brañsigellet. N'eus ket da glemm memestra dre m'hon eus amzer da weladenniñ aodoù kaer meurbet ar Gêrveur ha n'eus den ebet klañv e-bourzh. N'eo ket gwir kement-se war ar vag en omp c'hichen. Gwelet e reomp ur skipad gourvezet war ar c'hof, gant ar penn e-maez ar vag. Klevet e vo diwezhatoc'h ouzh ar VHF e tilezont ar regata evit digas ar c'hlañviad war an douar.

P'emaomp o c'hortoz urzhioù ar skiper hon eus amzer da beurzeskiñ termenoù ar verdeadurezh, da geñveriañ an doareoù da lavaret etre Bro-Gwened ha Bro-Leon da skouer, da c'houlenn ur gêr n'anavezomp ket digant unan en deus lennet dornskrid Francheville, un Naonedad bet dastumet gantañ komzoù moraerien Sarzhav en XIXvet kantvet, pe c'hoazh geriadur ar verdeadurezh skrivet gant Gab Cherel ha Alan E Ar Berr. Pep hini zo deuet gant e c'heriaoueg er bagad ha pinvidikaat a ra hor doare da gompren bed ar moraerien. Gant skolidi ha kelennerien Kentelioù an noz e Naoned eo bet krouet ar strolladig met kavet eo bet lod ivez a drugarez d'ur gemennadenn en ho sizhuniad e Brezhoneg muiañ karet! Abaoe c'hwec'h miz bennak e c'hourdonomp e-tal aodoù Pennc'herieg, porzh annez Awen, hor First 31.7. Bezañ gouest da gemer perzh e regata tro ar Gêrveur a oa ar pal e penn kentañ met un digarez dreist holl evit merdeiñ e Brezhoneg!

 

 

Erruout a reomp e Mervent ar Gêrveur bremañ hag kregiñ a ra an avel da vezañ a-du. Labour a vo evit an niverenn unan, ar skipad a zo e bost ar muiañ e penn araog ar vag. Gwelet a reomp emañ ur gouelier e-kichen hag a zo er memes rummad egedomp o prientiñ ar spi. N'eus ket amzer da goll! Ober a reomp kement-all. Kas a ra Divi ar spi en e sac'h er frigalion ha stagañ a ra tri foent al lien eus an dris hag eus pep a skout. Ur wech dibabet ar mare mat gant ar sturier e staliomp ar marl, ur vazh alu daou vetrad a hirder a vez staget ouzh ar wern evit ma chomfe digor mat ar spi. Sachañ a ra Anton ouzh ar serzherezh evit sikour Divi da sevel ar marl. Loskel a ra Yann ar skout laosk a-walc'h evit ma c'hellfemp stagañ anezhañ eus penn all ar marl. Digas a ra da soñj deomp Jean-Luc arabat disoñjal bourzhañ ar frap-traoñ, dreist-holl pa 'z eus avel. Gant gorread bras ar spi ez eus tu gounit daou pe dri skoulm met ul lien dañjerus eo ivez. Ma ne vezer ket aketus eus an doare ma dro an avel e c'hellfe ar vag gourvez. Sevel a reomp ar spi neuze met un dro a zo enni. Mont a ra Lom dirak da glask e-pelec'h emañ ar gudenn dre m'en deus muioc'h a skiant prennet eget ar re all. Sachañ a ra war flav ar spi ha bolc'hañ a ra houmañ a benn ar fin. Tu a zo degas ar fok bremañ. N'eo ket echu al labour koulskoude. Evit bezañ an efedusañ eo ret e chomfe digor ar brasañ posupl ar spi ha neuze eo ret bourzhañ pe loskel he zivrec'h hervez ar c'haouadoù. Sport da vat! Kalz pllijusoc'h eo memestra bageal gant avel a-dreñv dre ma santer nebeutoc'h anezhañ. Er memes tu hag an houlenn ez eomp ivez ha surfiñ a reomp a-wechoù zoken war ar gwagennoù. Siwazh e tremen atav kalz buanoc'h ar mareoù-se. E Su an enezenn emaomp ha kregiñ a ra an avel da zont eus babourzh. Ret eo treiñ outañ neuze. Distreiñ a ra pep hini en e bost. Mont a ra Divi dirak da cheñch tu d'ar marl. Anton a sikour anezhañ ouzh ar piano (an hollad takedoù evit merañ ar poelloù o tont eus ar wern). Chom a ra Yann ha Lom a bep tu evit merañ ar skoutoù ha dec'hel a ra Jean-Luc ar stur. Nebeut amzer goude an embregadenn-se e erruomp da live argoal Gevred ar Gêrveur, e-tal da Lokmaria. Ret e vo treiñ war-zu an Hanternoz ha tostad a raimp neuze ouzh an avel o tont eus ar C'hornog. Ret e vo diskar ar spi ha kargañ ar fok en-dro. Distaliañ a reomp ar marl ha kregiñ da leskel dris ar spi met n'hon eus ket rannet mat labour pep hini betek penn an embregadenn. Diskennet eo dija ar spi, e-kichen ar vag emañ, a-led a-us d'an dour! Poent eo adtapout anezhañ a-raok ma vefe re c'hlep. Gellet a rafe regiñ pe c'hoazh digempoezhañ ar vag! Diskenn a ra Anton e diabarzh ar vag evit sachañ al lien ha pep hini a glask ober e seizh gwellañ evit degas ar spi e-bourzh. Tomm eo bet ha berranalet omp met deuet omp a-benn a benn ar fin. Diwezhatoc'h e vo karget ar spi en-dro met ar wech mañ e vo aesoc'h an traoù. Gwir eo n'eo nemet an eil gwech ar vageomp holl asambles. Ret eo deomp pleustriñ c'hoazh evit ar c'henurzhiañ.

War-dro c'hwec'h eur e tostomp eus al linenn degouezhout merket gant ar goueletenn Tara. Ur bochad bigi a zo erru dija met kalzig a zo e-dreñv c'hoazh! Ret e vo gortoz an devezh war lec'h forzh penaos evit gouzout hor renkadur, amzer ma rafe poellgor ar redadeg an holl jedadennoù. Pa erruomp dirak porzh an Drinded e enaouomp ar c'heflusker evit ameniñ ar fok hag al lien vras. Kavout a reomp ur plas er porzh a-skoaz ouzh pemp bag all. Buan ha buan e reomp un tamm menaj e-bourzh. Mall a zo ganeomp lakaat loeroù sec'h ha dreist holl mont da evañ ur banne gwin gwenn, kerc'h ar vartoloded!

 

Divi K.

 

Tag(s) : #regata
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :