Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Labour troiñ ar c'hartennoù-mor a c'hell bout un hir a labour met a drugarez d'ar studiadennoù bet kaset get Gildas Bernier hon eus gellet troiñ takadoù mat ag ar Mor Bras. Dober hor boa d'en ober evit ar Gerveur rak e soñj e oamp da gemer perzh e Regata Tro Enez Gerveur e miz Mae 2015.

 

Implijet hor boa levr Bernier Toponymie Nautique de Belle-île bet moullet e 1967. D'ar mare-se e oa c'hoazh ur gronnad tud a ouie brezhoneg àr an enezenn-se.

 

 

Kavet e vez daou boent d'an enezenn en ALBB, kartennoù-yezh bet savet get, un den arall, Pêr ar Rouz e 1927, unan evit Saozon (82) hag unan c'hoazh evit Lokmaria (83). En e zigoradur e tifer Pêr Ar Rouz e vez komzet brezhoneg e Lokmaria met ar vugale na gomzont ket mat anezhe.

 

Seblant fall e oa, ha siwazh deomp n'eus ken brezhonegour a-vihanik er Gerveur a-c'houde fin an ugentvet kantvet, hag evel-se, e oa ar yezh àr e dremenvan a pa zastumas Patrick Le Besco peadra d'ober ur studiadenn a-zivout parlant an enezenn er blezadoù 1986 ha 1987. An dastumadegoù-se a zaas da vout ul levr Le breton de Belle-Île-en-Mer bet adembannet meur a wezh (1998, 2005).

 

Pendeogwir e komzomp er blog-mañ ag an traoù a vor, ne c'hellan ket chom hep menegiñ labour Alan Gwennog Berr, hag e dezenn Ichtyonomie bretonne, labour ervat a c'heller gwelet digoust e internet. Marv kent gellet souten e dezenn, kaset e oa bet da benn get e wreg e 1973.

Dastumet en deus Alan Gwennog gerioù a-ziàr ar loened hag ar plant-mor er Gerveur diget brezhonegourion ha brezhonegourezed diwezhañ an enezenn.

 

(Tennet diàr lec'hienn : Ichtyonymie bretonne)

A-zivout al labour troiñ kartennoù, implijet em boa levr Bernier neuze ha peurunvanaet ar stummoù bet roet getañ, setu un nebeut anvioù-lec'h mor tro-dro d'an enezenn

 

Beg ar Polen (s.o : Beg er Polèn) = "La Pointe des Poulains". Na ouier a-beban e ta an anv "Polen"-mañ.

An Donnant (s.o : En Donnant) = Diàr « *An don nant » hrevez Bernier. "Nant" a dalv kement ha "lec'h izel". Alies e vez kavet troc'het fall : "Ant" evel m'ema e "Ant an houlenn" (le creux de la vague).

Ar C'histillig (s.o : Er Histillig) = Hrevez ar stummoù kozh e tahe diàr ar ger Kistinig

Talifer (s.o : Talifer) = Taillefer

Beg ar C'hastell (s.o : Beg er Hastell) = « La Pointe du Pouldon » e galleg. Ur lec'h kreñv a oa bet savet get ar c'halianed aze.

Mez am Beg (s.o : Mez Am Beg) = Ar roc'h lec'h m'ema tour-tan ar Polen.

Kozh Kastell (s.o : Koh Kastell) = « Le Camp de César » e galleg. C'hoazh ur lec'h-kreñv kozh anat doc'h e anv.

 

Ar gerioù a gaver stank evit komz ag an anvioù-mor zo hañval doc'h ar re a gaver un tammig e pep lec'h er Mor-Bras hag e Breizh-Izel dre vras :

Toull, Rad, Bazcoll (haut-fond), Bil° (pointe), Karreg°, Paludenn° (marais), Kastell, Porzh, Roz (cap), Platin (plateau marin).

Darn vat anezhe a gaver ivez e bro Naoned en hor porzh-stag : Pic'hiriag.

 

Bernier a veneg gerioù na vehent anavet nemet àr an enezenn ivez :

Gourgadenn° = gwern

Bolenn° = roc'h

Cheul° (skeul) = « écueil »

 

 

Levrioù :

 

Bernier Gildas , Toponymie Nautique de Belle-île, Imprimerie Nationale, Paris, 1967

Ar Rouz Pêr, Atlas linguistique de basse-Bretagne, 1927.

Berr Alan, Ichtyonomie bretonne

 

Anton C.

Aodoù Kreisteiz ar Gerveur, Goulfar.

Aodoù Kreisteiz ar Gerveur, Goulfar.

Tag(s) : #Gerioù
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :