Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Emzalc'h ha tizh ar vag dre lien a vez, kaer eo gouiet, doc'h penaos e c'hwezh an avel. Hag ahel ar vag e-keñver an avel a vez a-bouez bras da gemer e kont evit gellet leviat dereat.

E blaen ar wern ez eus ur wiblenn da ziskouez a-beban e ta an avel ha ret eo sellet doc'hti da bep koulz; ha hrevez m'ema tost, a-dreuz pe c'hoazh lark an avel e vo dav d'ar skipidi kargiñ pe ameniñ ar gouelioù.

An tu ma c'hwezh an avel a vez graet "toull an avel" anezhañ. A pa vez durc'haet fri ar vag da doull an avel ez a "avel a-benn".

( Diàr levr « levrig ar martolod », bet embannet get skipailh an « Indomptable » en Alre)

 

Anton C.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :